Tudi Crequer Profile picture
🎙️ Ancien @IUTLannion @EPJTours 🎓 Doctorant sur rouleaux de cire #bzhg @CelticBLM 🎧Chercheur associé service son @laBnF

Jan 30, 2022, 11 tweets

Un eil lid koun ha stourm e #Derry
Ar mintin-mañ e oa bet deus ur valeadenn aozet gant familhoù ar 14 den lazhet 50 vloaz zo.
Un eil vanifestadeg a zo bet goude merenn. Thread 👇

Abaoe pell zo ez eus deus ur valeadenn e koun ar re varv. Baleet e vez war roudoù manifestadeg ar Bloody Sunday. Abaoe 2010 hag embann an teuliad Saville eo bet divizet gant ul lodenn deus ar familhoù paouez da vanifestiñ pep bloaz

Met ul lodenn all, Kate Nash en o-zouez, breur William Nash, o deus kendalc'het gant ar pleg se.
C'hoant ganto derc'hel soñj met ivez stourm evit kas ar vuntrerien d'an toull bac'h

Ar bloaz-mañ ez eus bet div valeadenn neuze. Hini ar mintin mañ a oa gant an holl familhoù ha "dibolitikel" a-walc'h

Goude merenn ez eus bet un eil hini. Poblekoc'h, hep ar "pennoù bras" gant luganoù, gitonioù, ha sonerezh !

Un tañva deus ar sonerezh ⚡🎶

Prezegennoù zo bet ivez ha startijenn gant @eamonnmccannpbp !
Evitañ ar Bloody Sunday n'eo ket ul lazhadeg etre katoliked ha protestanted, met arouez feulster ur Stad impalaerour ha galloud ar binvidien war ar re baour

Prezegenn @eamonnmccannpbp da selaou amañ 🔊

Derry a gevred gant ar pobloù o stourm a oa ivez ster komzoù @ClareDalyMEP kannadez european ✊

Hag ur foto diwezhañ tennet bremaik, dirak monumant ar re varv, karget e treuzoù gant bleunioù ⚘

E dreuzoù*

Share this Scrolly Tale with your friends.

A Scrolly Tale is a new way to read Twitter threads with a more visually immersive experience.
Discover more beautiful Scrolly Tales like this.

Keep scrolling