Komañset eo an eost da sevel er parkeier, ha n'ouzoc'h ket peseurt plant zo dirakoc'h ? Thread ⬇️ #bzhg #labourdouar
AR GWINIZH : renket eo ar greun e "skalieroù" war ar pennoù. Blev ar barv a ra pep hini ar memestra hirder. Gantañ e raer bleud ha bara.
AN HEIZ : div pe c'hwec'h renkennad greun a zo. Aes da anveout ablamour n'eus ket ar memestra hirder gant blev ar barv : echuiñ a reont tout war ar memes linenn a-us d'ar penn. Roet e vez da zebriñ d'al loened.
AR SEGAL : peder renkennad greun a zo, renket int evel ur c'hub pa seller deus a-us.
AR C'HERC'H : n'eo ket renket ar greun asambles, pep hini anezhe a zo war ur "brank" bihan. Evit al loened pe an dud.
AR GWINIZH DU : du eo ar greun hag e reont seurt bouloù e penn ar brankchoù bihan. Ruz eo o zreid.
AN TRITIKAL : ur meskaj etre gwinizh ha segal. Renket eo ar greun evel ar gwinizh, ha blev ar segal zo gante. Evit al loened.
Deoc'h-c'hwi da sellet deus ar parkeier bremañ ! Plijadur.
Share this Scrolly Tale with your friends.
A Scrolly Tale is a new way to read Twitter threads with a more visually immersive experience.
Discover more beautiful Scrolly Tales like this.